Priz lennegezh Kuzul an Norzh

Priz lennegezh Kuzul an Norzh a zo ur priz lennegel a vez roet da enoriñ un oberenn lennegel bet skrivet en unan eus yezhoù Europa an Norzh, hag a zo «a live uhel a-fet lennegezh hag arz».[1] Krouet oa bet e 1962, ha roet e vez bep bloaz. An hini a ya ar priz gantañ a dap 350 000 kurunenn danat.[1] Dibabet e vez etre meur a rumm lennegezh : romantoù, danevelloù, pezhioù-c'hoari, dastumadoù barzhonegoù, arnodadennoù pe oberennoù all bet embannet evit ar wech kentañ dindan ar 4 bloavezh a-raok ma vefe roet ar priz, pe dindan an 2 vloavezh a-raok ma'z int skridoù danek, norvegek, pe svedek.

Dibabet eo al loread gant ur c'huzul degemeret gant Kuzul an Norzh. Er c'huzul ez eus 10 ezel : 2 eus Danmark, 2 eus Finland, 2 eus Island, 2 eus Norvegia ha 2 eus Sveden. Peurliesañ ez int arbennigourien war lennegezh o bro orin hag ivez war hini ar broioù amezek.[1] Ouzhpenn an izili-pad e c'hall ar c'huzul tuta izili ouzhpenn ma vez anvet oberennoù eus inizi Faero, Greunland pe eus tachenn ar yezhoù samiek. Ouzhpenn an argant a vez roet e fell da izili ar c'huzul e vefe « sachet evezh an dud war lennegezh ar broioù amezek hag ivez war al liammoù sevenadurel etre broioù a Norzh ».[1]

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 https://web.archive.org/web/20081024045548/http://www.norden.org/webb/nordnamn/ViewOrganisations.asp?oid=244&lang=&m_id=42&m_typ=Lowermenu Om Nordiska rådets litteraturpris, Nordic Council

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy